23/06/2015



Gant  
Kevredigezh Kembre-Breizh  
e vo dalc’het
e
Nant Gwrtheyrn

un dibenn-sizhunvezh evit deskiñ hag evit implijout ar brezhoneg, etre an 20 hag an 22 a viz Du, 2015 (koan a vo d’ar gwener ha merenn d’ar sul)

Ar priz evit chom hag evit an holl bredoù: £130 + ar c’hentelioù £12 (£20 evit ar re n’int ket ezel eus ar gevredigezh) = £142 (£150)

A  bouez eo gouzout pet den a vo o tont, neuze e vefe stad ennomp ma rofec’h da c’houzout deomp, kerkent ha ma c’hallit, mar karfec’h kemer perzh:  
(anv / ezhommoù lojeiz / ezhommoù boued / live ar c’hentelioù)

16/04/2015

Ur brezegenn e brezhoneg en Aberystwyth

Yann Talbot a raio ur brezegenn diwar-benn

Breizh er XVIvet hag er XVIIvet kantved (1532-1675) - politikerezh, kevredigezh ha sevenadur

Da 7 eur noz
d’ar merc’her 22 a viz Ebrel, 2015

e Sal ar C’hembraeg
er Skol-Veur Gozh
Degemer mat d'an holl

Dewi Morris Jones



Goude bezañ klañv e-pad ur pennad berr ez eo aet Dewi Morris Jones da Anaon. Dewi a oa bet o skoazellañ, e-pad pell, gant ar c’hentelioù brezhoneg e Skol-Veur Aberystwyth. 

Genidik e oa eus Hendy-gwyn ar Daf (Whitland) ha desket e oa bet ar brezhoneg gantañ tra ma oa o chom e Brest. Gantañ e oa bet studiet labour ar visionerien brotestant a oa aet eus Kembre da Vreizh en naontekvet kantved.

A-raok mont war e leve e laboure Dewi evel rener ar rann ma vez prientet al levrioù evit an embann e Kuzul Levrioù Kembre. Ur paotr sioul, hegarat, a oa anezhañ ha dalc’het e vo soñj ennañ ivez evel unan eus ar skipailh o doa krouet ar stumm kembraek eus Scrabble. Labourat a rae ivez gant Plaid Cymru. Ezel e oa eus Laz-kanañ Mibien Caron ha degemeret e oa bet er goursez e 2008.

O chom e oa e Bronnant, nepell eus Aberystwyth. Hor soñjoù a gengañv zo gant Sandra, e wreg, hag o div verc’h.